An Aval
Avaloù hor gwerjez.
Un douar a-zoare evit ober sistr eo aod su bro Gerne abaoe kantvedoù. Koulskoude e diskar gwerjez Vreizh adalek kreiz an XXvet kantved.
Kroget eo neuze ur programm plantañ gwez da heul luskadenn ar C.I.D.R.E.F.
Plantañ a ra Guy LE LAY e zevezh-arat kentañ e 1983. Grefet eo gantañ gouenn lec’hel o vont da get hag a zo a orin brud ur pelestrad eus Ploveilh.
E vab Erwan zo bremañ e-karg eus an 80 devezh-arat gwez avaloù hag a zo plantet a-hed glann zehoù an Oded.
En em engouestlañ a reomp en un difrae perzhded eko-atabek. O vont war-zu al labour-douar biologel emaomp.
Dastumet azv-klok e vez an holl avaloù. Dibabet int gant an dorn ha chuget int diouzhtu.
15 gouenn avaloù : ur palikedad blazioù e servij hor produioù
C’hwerv :
*C’hwerv-ruz mod-koz
*Kermerrien
*Marie-Ménard
C’hwerv-dous :
*Beleien
*Boudenn-blad
*C’hwerv-brizh
*Dous-bloc’hig
*Dous-moen
*Prad-yeot
*Kroc’hen-ki
Dous :
*Dous-koad-Lignez
*Trojenn-hir
*Dous-boutailh
Trenk :
*Guillevic
*Judor