Evit mont d'al lec'hienn-mañ eo ret deoc'h bezañ a oad evit evañ alkool hervez lezenn ar vro e-lec'h emaoc'h o chom.
- Ya
- N'em eus ket
En ul lec’h hep e bar e tibun istor familh LE LAY. Traonienn Pont ar Mein-hir e Ploveilh eo e anv.
Amañ e vez ur stêrig…
Mein-hir koshoc’h eget 5000 bloaz…
Roudoù añforennoù ar Romaned koshoc’h eget 2000 bloaz…
Gwez avaloù kozh…
Lambigoù-red…
Kroget eo bet ur bajenn nevez eus istor al lec’h-mañ gant Guy LE LAY e 1986 war dachenn e dadoù-kozh.
E 1921 e prenn familh LE LAY ul lambig eildorn a-benn strilhañ sistr evit fardañ odivi. “Lambig” a vez graet outi. Francès LE LAY zo an hini gentañ a ra war-dro ar marilh.
A hed ar rummadoù eo bet dalc’het gant an hengoun gant Guillaume, mab Francès ha gant e vab René. E kreiz an XXvet kantved e oa loc’h e Ploveilh bezañ penn-kêr al lambig e Breizh. Seizh paotr al lambig a orin ar barrez a oa o labourat amañ hag a-hont.
Lambigoù an tri rummad LE LAY kentañ zo chomet e strilherezh ar familh atav.
Kuitaat a ra Guy e garg kelenner matematik evit kaout e statud strilherer a-vicher ha reiñ lañs d’ar c’hentañ Avaleg eus Breizh e Nedeleg ar memes bloaz.
Hiziv an deizh eo c’hoazh Avaleg Breizh ar strilherezh unan eus ar re vrudañ e Breizh. Priz Gwellentez eus Kenstrivadeg Hollek al Labour-douar a zo aet gantañ e 2019 ha 2020.
Feal eo Guy d’e wirizioù peizant breizhat. An hini kentañ eo ivez o werzhañ odivi sistr Breizh gant an anvadur “Lambig”.
Difenn a ra ar gêr Lambig a enep an holl gant ma vez bev an termen-mañ e eñvor hon tadoù-kozh er C’hornog.
Brud produioù ar strilherezh hag a zo priziet gant kalz medalennoù a ro nerzh dezhañ evit mont pelloc’h gant spered an neveziñ.
Goude 10 vloaz troet war-zu an aval e krog gant entan troioù-kaer nevez.
E huñvre ? Fardañ ur wiski gant gwinizh-du ! Labourat a ra ar c’helenner matematik bet e kegin ar familh e-lec’h emañ o vitonañ ur yod arc’his.
E gejadenn mil-a-bouez gant ur mailh etrebroadel war an traoù kreñv a ro tro dezhañ kas da-benn e raktres. Asambles e krouont rekipe nevez EDDU.
Un dro vat eo lañs EDDU Silver e 2002 ha plijet eo ar re a-vicher kemen hag an anavezerien gant e berzhioù.
“This is so proud to be different. And exceptionnally good” eme Jim MURRAY.
Goude bezañ aet war e leve o zad eo bet kemeret en-dro an embregerezh gant mibien ar 5vet rummad LE LAY. Pep hini a lak e varregezhioù war ar stal. Un nerzh nevez zo roet d’ar strilherezh gant Erwan, Kevin ha Loig. Ganto eo e vez krouet produioù nevez a bep seurt met ivez krouet ur merk wiski nevez, ED GWENN e anv.
Kemer a ra perzh ar strilherezh e krouidigezh lec’h orin gwarezet Wiski eus Breizh pe Wiski Breizh e 2015. Ur c’hav nevez zo bet savet ivez hag e 2020 e tiorren ar strilherezh er c’henwerzh etrebroadel.
Evit mont d'al lec'hienn-mañ eo ret deoc'h bezañ a oad evit evañ alkool hervez lezenn ar vro e-lec'h emaoc'h o chom.