Evit mont d'al lec'hienn-mañ eo ret deoc'h bezañ a oad evit evañ alkool hervez lezenn ar vro e-lec'h emaoc'h o chom.
- Ya
- N'em eus ket
Gant birvilh hag aheurtaj en doa c’hoant Guy LE LAY da grouiñ wiski gwinizh-du kentañ er bed 25 bloaz zo !
Buan a-walc’h e kompren dibab ar gwinizh-du zo ur choaz diaes rak n’eo ket liammet an ed-mañ gant ur poell produusted.
Gwanoc’h eo e askorad labour-douar eget hini an heiz (tro-dro 7 kantolz hanter gwinizh-du dre zevez-arat lec’h ma vez 35 kantolz heiz). Div wech nebeutoc’h eo e askorad en alkool eget hini an heiz ouzhpenn-se. Ne lak ket harp d’e raktres pa gompren e tiorren ar gwinizh-du un nerzh froudus hep e bar. Met diaes eo d’ober ha c’hwitet eo an taolioù esae kentañ. Kompren a ra Guy Le LAY ne vo ket tu dezhañ mont war-raok e-unan. Gervel a ra an arbennigourien wellañ da vezañ war e-dro.
Mont a ra e darempred gant b/Pierre DUROSSET a zo enklaskour en ADRIA (kreizenn mailhoni war ar boued) e Kemper. Fiziañ a ra dezhañ studiadenn ar maltañ, ar bresañ hag ar birviñ.
Goude se e teu a-benn Guy LE LAY da sachañ evezh ur mailh etrebroadel war an traoù kreñv, Robert LEAUTE e anv. Un den gant skiant-prenet eo. Bet eo mestr gwinlec’h e Kognak ha arbennigour tañva mil-brudet. E-pad 15 vloaz e tesk da Guy LE LAY arz ar strilhadur, ar c’hoshadur hag ar c’henstrolladur… Eus o c’henlabour frouezhus zo bet ganet EDDU. Eus ar ger brezhoneg “ed-du” pe “gwinizh-du” e teu anv ar wiski EDDU.
Gant daou lambig hengounel 25hl pep hini e vez graet ar strilhadur. Tost eo o stumm ouzh ar pot stil eus bro Skos hag al lambig eus Kognak.
Graet eo al lambig gant ur gaoter kouevr kenstaget d’ur skor. Anvet eo al lodenn-mañ ar gukurbid.
Ouzhpennet eo ar gukurbid-mañ gant un dokenn stumm kern.
Astennet eo an dokenn gant ur gouzoug alarc’h a zo rodellet evit ober an droellenneg. Treuziñ a ra an droellenneg dre ur pod glizhennadur.
Tommet e vez div wech an douraj evit ober ar strilhadur.
E-pad ar strilhadur kentañ e vez lakaet da verviñ er gaoter fro ar gwinizh-du hag a zo anvet ar “wash”. Yoc’hañ a ra an aezh alkool en dokenn ha mont a ra goude d’ar gouzoug alarc’h ha d’an droellenneg. Etre 25 ha 28% ampl. e vez ar strilhad-mañ.
Anvet eo an eil strilhadur “an tommad mat”. Skarzhet e vez “an daou benn” e-pad an oberiadur diaes-mañ, da lavaret eo kevrenn kentañ ha diwezhañ an odivi. Miret e vez ar “c’halon tommad” nemeken a zo ur wiski sklaer ha frondek gant 70% alkool.
Kontrol d’ar c’hiz modern tommañ al lambigoù gant aezh e ra Strilherezh ar Mein-hir un tommad war an tan. Nemet un nebeud a strilherezhioù artizanel a implij an teknik-mañ c’hoazh. Diaesoc’h eo d’ober met frommoù poazhañ dibar a zeu gant an doare d’ober-mañ.
E barrikennoù e vez lakaet ar strilhad da goshaat.
N’eo ket ul lestr nepreizh ar varrikenn : tamm ha tamm e vez roet he frommoù, he blazioù hag he liv d’ar wiski ganti.
Kentizh ma erru ar gweladenner er gwinlec’h-meur e klev ar c’hwezh a deu eus an tufellennoù derv. 3% koll dre aezhennañ a vez dre varrikenn. Anvet eo an aezhennañ naturel-mañ “lodenn an aelez”.
A-feson eo an amzer e Breizh evit dareviñ ar wiski.
Tost eo al leizh eus hini Bro Skos ha Bro Iwerzhon met tommoc’h eo ar gwrezverk pezh a zo mat evit ar c’hoshaat.
E-pad ar c’hoshaat e vez graet an tanavadur mod-kozh hag a zo anvet ar c’hoazhadur goustad ivez. Ouzhpennet e vez banne-ha-banne dour stivell diveinekaet betek ma vo tapet e vo gant ar wiski an derez alkool a-zoare.
D’ar mare mat e vez krouet gant mestr ar gwinlec’h, Kevin LE LAY, kenstrolladoù gant perzhioù gwellañ pep lodenn wiski. Un tanavadur diwezhañ a vez lakaet e pleustr a-raok ar boutailhañ graet war al lerc’h e Strilherezh ar Mein-hir.
Evit mont d'al lec'hienn-mañ eo ret deoc'h bezañ a oad evit evañ alkool hervez lezenn ar vro e-lec'h emaoc'h o chom.